Kevatalenn Einstein

Kevatalenn Einstein (anvet ivez Kevatalenn park Einstein) zo ar gevatalenn pennañ, e-touez ar c'hevatalennoù dezho deveradennoù darnel, eus ar relativelezh hollek. Ur gevatalenn zinamikel eo a zeskriv penaos an danvez hag an energiezh a gemm mentoniezh an egor-amzer. Ar gwar-se eus ar ventoniezh en-dro d'ur vammenn danvez a vez displeget neuze evel park gravitadur ar vammenn-se. Fiñv an traezoù e-barzh ar park-se zo deskrivet en un doare pervezh-kenañ gant kevatalenn e c'heodezek.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search